Daou-ugent kartenn, teir pep hini ha peder war an daol. C'hoarit ur gartenn: ma 'z eus unan eus an hevelep renk war an daol e kemerit anezhi hag e lakait anezhi war ho pern, dremmoù war-laez; a-hend-all e chom eno. Met ma 'z eus gant ho kartenn an hevelep renk hag ar gartenn a zo e krec'h ar bern all, e laerit ar bern a-bezh! Pa vez goullo an dorn e vez dasparzhet teir kartenn all; pa vez echu ar bern, ar c'hartennoù war an daol a ya d'an hini en deus kemeret da ziwezhañ. An hini en deus ar muiañ a gartennoù a c'hounit.
Mini Games GO